28.11.2006

FBBI bis

medium_radio.2.jpgDigarezit tudoù. N'on ket deuet amañ e giz-mañ abaoe ur pennadig, dalc'het ma oan (me ha ma urzhiaterez) gant traoù all. Mes, un tammig amzer a gavan evit adlañsañ ar vlogenn-mañ - emichañs e pado ! - o kenderc'hel an erv bet boulc'het an deiz-all diwar-benn an abadennoù brezhonek war Frañs Bleu Breizh Izel.
E penn kentañ ar miz-mañ eo bet cheñchet rener ar radio, n'eo ket ken Alain Massiot hag a zo en he fenn, Emmanuel Yvon an hini eo. N'eo ket evit-se eo bet adlakaet gantañ an niver a eurvezhioù brezhonek evel ma oa n'eus ket bell zo war ar gwagennoù, betek 9 eur noz kala. Re abred eo evit ar rener nevez anvet da adkempenn an traoù kazisur... gwelet e vo.
Goude ma oa bet aloubet ar studio gant ur vandennad eus an UDB, ur 15te zo bennaket, evit lakaat ar gaoz da vont en-dro war ar mankoù-se en deus embannet hemañ e vefe klasket mont war-raok. Evel-se e vefe lakaet abadennoù radio zo enlinenn. Evit c'hoazh halas, n'em eus kavet tra ebet. E-mesk an diskoulmoù all kinniget gant chef ar post bihan ez eus ar c'henlabour gant ar radioioù kevredigezhel. Na petra 'ta ! D'ar re-mañ, paour-razh ar braz anezho, diaes dezho da vihanañ da skignañ o abadennoù evel e vez dleet hag da gaout ar frekañsoù goulennet, d'ar re-mañ neuze da harpañ ar radio-stad !! Nag a souezh er vro-mañ...
Kaou

Ar radioù kevredigezhel pennañ :
- Radio Kerne
- Arvorig FM
- Radio Kreiz-Breizh
- Radio Bro Gwened

18.11.2006

Just for fun

23.09.2006

Degemer mat

Degemer mat amañ tudoù.
Pal ar blog-mañ eo, da gentañ penn, lakaat ar gaoz war ar mediaoù hag ar brezhoneg, war ar c'hudennoù a zo war an dachenn-se, ar re-mañ en o zouesk : abalamour da betra n'eo ket brasoc'h plas hor yezh er c'hazetennoù, er post bihan hag er post bras, war internet... ? E-peseurt mod e vez taolennet ar brezhoneg enno ? Daoust hag e kav deoc'h ivez eo direizh ha digompez ar mod m'eo displeget an afer-mañ-afer, o tennañ d'ar brezhoneg, er mediaoù boutin a-wechoù ? Peseurt talvoudegezh o deus ar pennadoù embannet e brezhoneg pe an abadennoù kinniget er skingomz hag er skinwel hiriv an deiz ? Sed aze un nebeud goulennoù e faot din kejañ gant Yann Vrezhoneger diwar o fenn ha magañ e-giz-se va soñj ha ma freder.

medium_Materiels_Musicaux-Musical_Equipments-485.3.jpgKement ha kregiñ ganti diouzhtu e lakfen ar gaoz war un darvoud a zo c'hoarvezet nevez zo hag e kav din eo a-bouez : krennet eo bet ar c'hinnig brezhonek war France Bleu Breizh Izel abaoe penn kentañ miz Gwengolo. Bez ez eus un eurvezh nebeutoc'h a vrezhoneg bemdez evit na veze tu klevet warlene ! E plas echu da 9 eur noz e echu abadenn Loeiz Gwilhamot da 8 eur. Ha n'em eus lennet na klevet displegadenn ebet neblec'h... Evidon e laka an afer-se daou dra direizh war-wel : 1. Daoust ma ne vezan ket kustum da selaou an abadenn-se ken alies, ez eus aze, da'm soñj, ur goll evit an holl vrezhonegerien ; 2. Perak e kav din n'eus ket graet an darvoud-se kalz a drouz betek-henn ? Sed aze ar santimant am eus bepred...