Page d'accueil | Just for fun »
23.09.2006
Degemer mat
Degemer mat amañ tudoù.
Pal ar blog-mañ eo, da gentañ penn, lakaat ar gaoz war ar mediaoù hag ar brezhoneg, war ar c'hudennoù a zo war an dachenn-se, ar re-mañ en o zouesk : abalamour da betra n'eo ket brasoc'h plas hor yezh er c'hazetennoù, er post bihan hag er post bras, war internet... ? E-peseurt mod e vez taolennet ar brezhoneg enno ? Daoust hag e kav deoc'h ivez eo direizh ha digompez ar mod m'eo displeget an afer-mañ-afer, o tennañ d'ar brezhoneg, er mediaoù boutin a-wechoù ? Peseurt talvoudegezh o deus ar pennadoù embannet e brezhoneg pe an abadennoù kinniget er skingomz hag er skinwel hiriv an deiz ? Sed aze un nebeud goulennoù e faot din kejañ gant Yann Vrezhoneger diwar o fenn ha magañ e-giz-se va soñj ha ma freder.
Kement ha kregiñ ganti diouzhtu e lakfen ar gaoz war un darvoud a zo c'hoarvezet nevez zo hag e kav din eo a-bouez : krennet eo bet ar c'hinnig brezhonek war France Bleu Breizh Izel abaoe penn kentañ miz Gwengolo. Bez ez eus un eurvezh nebeutoc'h a vrezhoneg bemdez evit na veze tu klevet warlene ! E plas echu da 9 eur noz e echu abadenn Loeiz Gwilhamot da 8 eur. Ha n'em eus lennet na klevet displegadenn ebet neblec'h... Evidon e laka an afer-se daou dra direizh war-wel : 1. Daoust ma ne vezan ket kustum da selaou an abadenn-se ken alies, ez eus aze, da'm soñj, ur goll evit an holl vrezhonegerien ; 2. Perak e kav din n'eus ket graet an darvoud-se kalz a drouz betek-henn ? Sed aze ar santimant am eus bepred...
15:40 Publié dans Radio | Lien permanent | Commentaires (6) | Envoyer cette note | Tags : France Bleu Breizh Izel, Radio, Loeiz Gwilhamot
Commentaires
Salut
selaoù a ran FFBI alies awalc'h ha kavout a ran domaj ar pezh a zo bet graet get pennoù bras ar radio se. Skrivet m'eus dezhe evit lâr ma sonj, met ne chancho ket kalz a dra, moarvat. D'am sonj, gwelloc'h vo kontin war ar radioioù kevredigezhel evit mont araok get ar brezhoneg.
Kenavo !
Ecrit par : christian | 23.09.2006
Evidon-me eo domaj ivez gwelet ne ra ket ur radio publik lec'hel he labour, da lavaret eo : kinnig abadennoù d'an dud a zo o chom er vro. Bez ez eus France Inter ha France Culture evit ar re a blij dezho selaou abadennoù e galleg pe abadennoù diwar-benn Pariz !
Ecrit par : Mike | 24.09.2006
Trugarez evit ar gemenadenn Christian.
Dedennus eo ar pezh ac'h eus graet. Daoust ha respontet eo bet d'ho lizher gant pennoù FBBI ? Marteze e vefe tu lakaat un tamm eus ho lizher amañ a servijfe da nep a garfe evit sevel ul lizher pe ur postel ivez da gas da renerien ar radio. Lakaet em eus ul liamm da heul evit kaout un doare da gas posteloù dezho.
Ecrit par : Evit mont e darempred gant renerezh FBBI | 24.09.2006
Salut : mat peus graet lakaat ul liamm, aesoc'h vo evit a re a faotehe dezhe skrivan da rener FBBI. M'eus ket bet reskont doc'htan betek bremañ (met kaset m'eus al lizher digwener paseet). Ur gevredigezh selaouerion kounnaret deus embannet un destenn hag a zo war ma blog (rezore.blogspirit.com).
Joa !
Ecrit par : christian | 25.09.2006
Mersi bras dit Christian evit ar c'hemenadennoù ac'h eus lezet war va blog nevez savet. Dre-se em eus bet digarez da vont betek da vlog dit-te a zo puilh-kenañ. Ouzhpenn-se eo savet mat-tre ar pennadoù. An hini anvet "Karantez pell ag ar skrammoù skinwell" da skouer, en deus plijet din. Tuet out evit-se, a-dra-sur... Moarvat e teuy da vlog da vagañ unan eus va skridoù amañ un deiz bennak. Kalon vat dit da vont pelloc'h ganti.
Ken+.
[http://rezore.blogspirit.com/]
Ecrit par : Matilin | 25.09.2006
Brao eo bezañ gouest da lenn ur vlogenn ouzhpenn e Brezhoneg, hag unan a ra berzh evit a zell niver a gemenadennoù skrivet gant al lennerien!
va blog din-me a zo stanket abaoe pell, padal e talc'han mat d'e skrivañ... neuhe m'ho peus c'hoant ober un tamm tro ha gwelet hag-eñ e vo sachet ho evezh war an temoù am eus choazet.
Chañs vat da Gervlog neuhe ha kenalenno dizale michañs!!!!
Ecrit par : blogosser | 28.09.2006






