« Just for fun | Page d'accueil
28.11.2006
FBBI bis
Digarezit tudoù. N'on ket deuet amañ e giz-mañ abaoe ur pennadig, dalc'het ma oan (me ha ma urzhiaterez) gant traoù all. Mes, un tammig amzer a gavan evit adlañsañ ar vlogenn-mañ - emichañs e pado ! - o kenderc'hel an erv bet boulc'het an deiz-all diwar-benn an abadennoù brezhonek war Frañs Bleu Breizh Izel.
E penn kentañ ar miz-mañ eo bet cheñchet rener ar radio, n'eo ket ken Alain Massiot hag a zo en he fenn, Emmanuel Yvon an hini eo. N'eo ket evit-se eo bet adlakaet gantañ an niver a eurvezhioù brezhonek evel ma oa n'eus ket bell zo war ar gwagennoù, betek 9 eur noz kala. Re abred eo evit ar rener nevez anvet da adkempenn an traoù kazisur... gwelet e vo.
Goude ma oa bet aloubet ar studio gant ur vandennad eus an UDB, ur 15te zo bennaket, evit lakaat ar gaoz da vont en-dro war ar mankoù-se en deus embannet hemañ e vefe klasket mont war-raok. Evel-se e vefe lakaet abadennoù radio zo enlinenn. Evit c'hoazh halas, n'em eus kavet tra ebet. E-mesk an diskoulmoù all kinniget gant chef ar post bihan ez eus ar c'henlabour gant ar radioioù kevredigezhel. Na petra 'ta ! D'ar re-mañ, paour-razh ar braz anezho, diaes dezho da vihanañ da skignañ o abadennoù evel e vez dleet hag da gaout ar frekañsoù goulennet, d'ar re-mañ neuze da harpañ ar radio-stad !! Nag a souezh er vro-mañ...
Kaou
Ar radioù kevredigezhel pennañ :
- Radio Kerne
- Arvorig FM
- Radio Kreiz-Breizh
- Radio Bro Gwened
22:40 Publié dans Radio | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Radio, Brehonzg, France Bleue Breizh Izel, radio kerne, Arvorig FM, Radio Kreiz-Breizh, Radio Bro Gwened






