Page d'accueil | lun 27 nov - dim 03 déc »

23.09.2006

Degemer mat

Degemer mat amañ tudoù.
Pal ar blog-mañ eo, da gentañ penn, lakaat ar gaoz war ar mediaoù hag ar brezhoneg, war ar c'hudennoù a zo war an dachenn-se, ar re-mañ en o zouesk : abalamour da betra n'eo ket brasoc'h plas hor yezh er c'hazetennoù, er post bihan hag er post bras, war internet... ? E-peseurt mod e vez taolennet ar brezhoneg enno ? Daoust hag e kav deoc'h ivez eo direizh ha digompez ar mod m'eo displeget an afer-mañ-afer, o tennañ d'ar brezhoneg, er mediaoù boutin a-wechoù ? Peseurt talvoudegezh o deus ar pennadoù embannet e brezhoneg pe an abadennoù kinniget er skingomz hag er skinwel hiriv an deiz ? Sed aze un nebeud goulennoù e faot din kejañ gant Yann Vrezhoneger diwar o fenn ha magañ e-giz-se va soñj ha ma freder.

medium_Materiels_Musicaux-Musical_Equipments-485.3.jpgKement ha kregiñ ganti diouzhtu e lakfen ar gaoz war un darvoud a zo c'hoarvezet nevez zo hag e kav din eo a-bouez : krennet eo bet ar c'hinnig brezhonek war France Bleu Breizh Izel abaoe penn kentañ miz Gwengolo. Bez ez eus un eurvezh nebeutoc'h a vrezhoneg bemdez evit na veze tu klevet warlene ! E plas echu da 9 eur noz e echu abadenn Loeiz Gwilhamot da 8 eur. Ha n'em eus lennet na klevet displegadenn ebet neblec'h... Evidon e laka an afer-se daou dra direizh war-wel : 1. Daoust ma ne vezan ket kustum da selaou an abadenn-se ken alies, ez eus aze, da'm soñj, ur goll evit an holl vrezhonegerien ; 2. Perak e kav din n'eus ket graet an darvoud-se kalz a drouz betek-henn ? Sed aze ar santimant am eus bepred...